DIHUNET MAT !!!!15 vloaz eo an trede kevredigezh evit diorren un hentad kelenn divyezhek. Meur a abadenn zo bet aozet e fin miz Mae hag a vo aozet e-kerzh mis Mezheven evit lidañ deiz-ha-bloaz Dihun. E 1990 e oa bet digoret ar c'hlas divyezhek kentañ en ur skol brevez e Gwened. Prezidant Dihun, Yannig Baron, a oa e-touez krouerien ar c'hlas-se.
Penaos e oa et krouet klas kentañ ?E 1990,
Diwan a oa 14 vloaz ha
Div Yezh 7 vloaz. Ha ne oa mann ebet en deskadurezh katolik. Bez'e oa ur c'hoant da sevel un dra bennak koulskoude. E 1989 e oamp bet e darempred gant an Deskadurezh Katolik c'hoazh. D'ar mare-se em boa dibabet bevañ e Gwened hag aet e oan d'ober tro tro 30 skol ar c'horn-bro, moullet 4 000 trakt ganin. Klask a raemp gwelet piv a c'hellfe bezañ dedennet gant raktres Dihun. Deuet omp a-benn da zastum 28 enskrivadu a-benn krouiñ klasoù divyezhek e skol-vamm, CP ha CE1
skol Sant-Gwenn Gwened, evit distro-skol 1990. Siwazh ne oa ket bet graet kalz a dra gant an Dreskadurezh Katolik, ha ne oa bet anvet ar skolaer divyezhek nemet daou zevezh a-raok na grogfe ar skol !
Peseurt degouezhioù e-kerzh 15 vloaz kentañ Dihun ar garfec'h menegiñ da gentañ ?Kentelioù klas e-mesk peulvanoù Karnag ! Ur stourm efedus a oa bet kaset war-raok aze. Plijet e oa bet stourmerien Dihun hag ar mediaoù, re Breizh koulz ha re Frañs. Arouezius-tre e oa. Mezh a oa bet lakaet war Renerezh Deskadurezh Katolik an Eskopti, ha krouet e oa bet un hentad divyezhek e Karnag er blaoz war-lerc'h. En em gannañ mat a ra Dihun, er Mor-Bihan dreist-holl. 3 300 buget zo skoliataet e hentad Dihun, an hanter anezho o vezañ er Mor-Bihan. Laouen e oan bet ivez pa oa bt digoret skol Naoned a-raok hini Roazhon ! Pouezus-kenañ e oa evidon e vefe staliet Dihun er pemp departamant.
Petra zo war a stern gant Dihun ?Kenlabourat a reomp abaoe un eizh vloaz bennak war kelenadurezh un trede yezh adalek ar skol-vamm, graet "enseignement intégré des langue" anezhi. D'horsoñj, ha da soñj Euskariz ha Katalaned eo an divyezhegezh un dra gozh. Ret eo mont pelloc'h. Ar pal zo kaout skolidi er 6vet klas ar c'hell kaout kentelioù dre ar saozneg, ha n'eo ket kentelioù soazneg. Ur pevare yezh desket gant ar skolidi er 5vet pe 4 klaz. Un araokadenn dispar eo. Gant an doare-se da gelenne ar yezhoù kichen-ha-kichen. Ne vez ket disprizet ar yezh "vihan" ek-keñver ar yezh "vras". Pa vez desket gant ar vugale yezhoù lakaet war ar memes "renk", an disoc'hoù e-keñver pedagogiezh, sevenadur ha kevredigezh zo digredus. Ar yezh vinorelaet a zeu da vezañ ur yezh "reizh" d'ober ganti etre ar vugale, o zud, ar skolaerien.... Klasket hon eu displegañ an doareoù-se d'an dilennidi en un abadenn hon eus aozet d'ar Merc'her 25 a viz Mae e Gwened. Goulennet e oa bet digant skolajidi o deus heuliet an doare kelenn-se diskouez petra a raent ha peseurt live o doa tizhet; yann Bêr Thomin en deus disklêriet bezañ bet souezhet brav. C'hoant hon eus sevet un hentad "europat ha breizhek" evito ellise... Evidon eo sklaer emañ aze dazont ar brezhoneg. Da'm meno e ranko Diwan mont war an hent-se. Ur skouer bedagogel dispar zo bet roet deomp gat tud ar skolioù Ikastola, en Euskadi.
Komzoù dastumet gant M.L.