Rechercher  
  Partenaires  |
  Boutique  |
Dossiers  Dossiers  |
  Etablissements  |
  Réseau Dihun  |
  Actualités  |
  Accueil  |

Dossiers Dihun

Le renouveau de la Culture Bretonne : un défi pour l'Eglise (en breton)

Le renouveau de la Culture Bretonne : un défi pour l'Eglise (en breton)E penn kentań an trede milved e sav un tamm stad ennon o vezań unan eus ar re o deus desket brezhoneg war varlenn o mamm. Abalamour da se, ha dre ma ’z on eskob unan eus eskoptioł Breizh, e kav din ez eo mat ha poent mont e kendiviz gant ar wazed hag ar maouezed zo tomm o c’halon ouzh sevenadur Breizh hiriv an deiz, ur sevenadur a ranker derc’hel dezhań e blas,ur plas a-zoare er vuhez a-vremań hag a zo oc’h en em zigeriń muioc’h-mui d’ar bed a-bezh.
Heuliań a ran, en ur ober se, skwer istorek heverk ar Pab Yann-Baol II, en doa roet o flas da sevenadur ha da beurheńvelder Breizh, pa zeuas da Santez-Anna-Gwened e 1996. Da geńver an darvoud-se em eus merzet, a gav din, ar sin e oa un dra bennak o cheńch en darempredoł etre an Iliz ha dihun ar Vretoned.
A-eeun en em lakan ivez gant ar gouelioł bras zo bet lidet, nevez zo, e Landreger, da geńver seizh-kantvet deiz-ha-bloaz marv Sant Erwan, beleg hag eil-patrom Breizh.

I - Hor gwrizioł

Un hent hir gant an Aviel

N’eus ket keit-se c’hoazh e oa e Breizh liammoł start etre ar feiz kristen hag ar sevenadur, ar ger-mań o talvezout amań un doare dibar da vezań, soubet en ur gevridigezh diouti he-unan. Bez hon oa hon doareoł deomp-ni, n’eo ket hepken d’en em vagań,d’en em wiskań,d’en em vodań, met ivez da gomz, da zańsal, da bediń Doue, da enoriń hon tud tremenet. Distabilaet eo bet ar vuhez kempouez-se e-pad ur pennad amzer. Koulskoude e weler o tiwan ul lańs nevez.
Degasomp sońj, da gentań, eus hon istor. Embannet eo bet an Aviel e Naoned hag e Roazon adalek an trede kantved gant Galianromaned. Ha goude-se, adalek ar pempvet kantvet, er peurrest eus an Arvorig, gant Bretoned deuet eus an tu all da Vor-Breizh, heńchet gant o renerien relijiel ha politikel. Ar re-mań a grouas ur rouedad parrezioł dre ar vro a-bezh. Lod eus ar venec’h-se a zeuas da vezań eskibien, ar re a vo anvet diwezhatoc’h diazezourien santel ar feiz kristen e Breizh.Gant ar Seizh Sant brudet-se e c’heller menegiń Sant Melan evit Roazon ha Sant Felis evit Naoned, an eskibien c’halianroman o deus diazezet an daou eskopti-se.
Ouzhpenn hon diazezourien santel hon eus-ni un niver bras a sent lec’hel, ez eus bet savet en enor dezho chapelioł diniver a gaera hor bro (ur mil bennak er Mor-bihan,hep kontań an tri-c’hant iliz parrez).Un devezh pardon en unan eus hor chapelioł zo un devezh a levenez hag ur chańs speredel ha denel.Ar sant a enorer a vez alies unan lec’hel, dianav-tre. Met eńv eo an hini en deus hadet an Aviel er c’horn-bro-se. Dle omp dezhań eus ar feiz a vevomp anezhi.
E Breizh abaoe ma ‘z eus anezhi he deus ar feiz laket da sevel e penn pellań kornōg Europa ur glad relijiel dibar a ilizoł, chapelioł, feunteunioł ha kalvarioł, en deus kemmet a-hed ar c’hantvedoł, en ur zegemerout aes levezonioł deuet eus ar bed a-bezh.
E brezhoneg eo e veze lavaret ar feiz-se e-lec’h ma veze komzet hor yezh, betek kreiz an XXvet kantved.

En amzer nevez-tremenet

A-zivout ar yezh end-eeun, an Aotrou ’n Eskob Graveran, eskob Kemper ha Leon d’ar mare-se, aet da Roma da welout ar Pab Pi IX, ad limina apostolorum, e 1847, a glevas hemań o lavarout dezhań : « Dalc’hit, dalc’hit, evel da vammennoł ho taoulagad, d’ar yezh kozh-se a ziwall ho feiz ».E-pad un ugent vloaz bennak, etre1865 ha 1884, ez eus bet embannet ur gelaouenn sizhuniek e brezhoneg penn-da-benn dezhi an titl arouezius « Feiz ha Breiz ». Studiet e veze enni kement kudenn a c’helle dedennań tud a-ziwar ar maez tomm o c’halon ouzh o douar, o feiz katolik, o yezh, o Iliz.
E Breizh-Izel e veze lavaret aes a-walc’h : « Ar brezoneg hag ar feiz zo breur ha c’hoar e Breiz ».
Dont a reas ar gelaouenn er maez en-dro etre 1899 ha 1943. Renet e voe e-pad pell gant an aotrou beleg Yann-Vari Perrot ha prederiań a rae muioc’h war an dańjerioł a lake dija en arvar yezh, feiz ha peurheńvelder ar Vretoned. Heńvel e oa e eskoptioł Sant-Brieg ha Gwened, gant kelaouennoł all, evel « Dihuna », krouet gant Loeiz Herrieu evit brezhonegerien Bro-Wened.
Chomet eo tomm eskibien Kemper, Sant-Brieg ha Gwened ouzh ar brezhoneg betek ar bloavezhioł goude an eil brezel bed. Etre an daou vrezel, nemet er c’hźrioł bras, e veze graet ar c’hatekiz hag ar prezegennoł e brezhoneg. Un doareenn sakr zo stag ouzh ar brezhoneg hag a zo un elfenn naturel eus ene ar Vretoned, a sońje barzh meur Enez Groe Yann-Ber Kalloc’h.
Ar brezhoneg zo bet implijet dreist-holl gant ar veleien evit sevel levrioł relijiel ur c’halz anezho.Ur skipailh en em dolpas, en hon eskopti, dindan renerezh Jerom Buleon da gentań, hini Augustin Guillevic goude-se. Implijout a raent ar gwenedeg, met labourat a raent ivez evit tostaat ar rannyezhoł etrezo ha mont war-du ur yezh unvan. An aotrou beleg Pier Ar Gov a grouas ar benvegoł (yezhadur, geriaouegoł, poelladennoł) evit studial ar yezh ’barzh ar c’hloerdioł. Re all a gasas da benn un dastumadenn nevez eus kanennoł brezhoneg an eskopti, zo bet embannet meur a wech. Teatr brezhoneg Santez Anna a reas berzh gant Job Er Bayon,dreist-holl a-raok ar c’hentań brezel bed. E 1927 e teuas er maez ar misal latin-brezhoneg « Livr pedenneu, Overen ha Gospereu ». Kalz eus ar veleien hag a oa donezonet-kaer, a savas kanennoł, sonennoł, kontadennoł. Lod all a droas oberennoł eus broioł all. Ar gelaouenn « Dihunamb » a roe harp dezho hag a embanne an oberennoł.

Hiriv

Pardon Santez-Anna-Gwened a zalc’h dre vras e aergelc’h breizhek. D’ar 26 a viz Gouere 1954, e voe gouestlet Breizh da Galon Mari, gant Kardinal Arc’heskob Roazon hag ar pevar eskob all eus hor bro en-dro dezhań. Da geńver ar blegenn-se e kasas ar Pab Pi XII ur gemennadenn war-eeun dre skingomz, klozet gant ur bedenn e brezhoneg.
E Landreger ivez, da geńver pardon Sant Erwan, e veze hag e vez c’hoazh implijet ar brezhoneg.
E-touesk hor c’henvroidi, tud evel René de Chateaubriant, ar vreudeur Lamennais, an Tad Lebret, a veze atav stad enno o tiskleriań e oant Katoliked ha Bretoned. Pa zeuas ar Pab Yann-Baol II da Santez-Anna-Gwened e 1996, e voe merket mat ivez al liv katolik ha breizhek. Lidet e voe an oferenn en ur reiń o flas da sevenadur Breizh ha d’ar brezhoneg. En e brezegenn en deus Hon Tad Santel ar Pab meneget e brezhoneg, en o yezh orin, ar c’homzoł bet lavaret gant Santez Anna da Iwan Nikolazig.
Start kenań eo bet eta e-pad pell amzer al liamm etre an daou fed-se : bezań Breton hag en em ziskleriań katolik.Ur perzh dibar eus hor peurheńvelder e oa al liamm-se _ul liamm hag ez eus anezhań a-nevez amań hag a-hont _, ar brezhoneg o vezań, en un doare, ar c‘hevre e-barzh ar c’houblad.

II - An troc’h trumm er bloavezhioł 50

Ur fed a-vern

Un troc’h trumm a c’hoarvezas er bloavezioł 50, daoust ma ’z eus bet eus ar gudenn kerkent ha fin an naontekvet kantved gant kelenn ar galleg en holl skolioł, ha goude-se an difenn da gomz brezhoneg enno, dindan boan da vezań kastizet. Dav eo derc’hel sońj ivez e teue an troc’h-se d’ar mare ma tivroe ar re yaouank a-vil-vern war-du rannvroioł all pe war-du broioł estren: ar brezhoneg, a sońje an dud, _ kement a vezh a oa enno gantań _ne c’helle nemet herzel outo da ober o zreuz er gevredigezh. En ur bern familhoł, ne veze ket komzet brezhoneg kén d’ar vugale, ar pezh en deus degaset cheńchamentoł bras e pastorelezh hon eskoptioł. Ker stank eo bet ar familhoł oc’h ober evel-se ma ne oa ket mui, koulz lavaret, a re yaouank brezhonegerien a-vihanik. Aet eo diwar wel hźred ur yezh a dremene ez naturel a rummad da rummad.

Ur youl bolitikel ?

Daoust ha n’eo ket bet mennet an dra-se a-ratozh-kaer gant ur guchennad dalc’hidi eus ur Republik unan, dirannadus ha laik, betek en he yezh ? Divizet e oa bet marv ar brezhoneg abaoe pell amzer. Unan eus ar spisań diskleradurioł hag a ziskouez kement-se zo bet distaget d’an 19 a viz Gouere 1925, gant Anatole de Monzie a oa, en deiz-se, en e garg a vinistr an Deskadurezh-Stad, oc’h igoriń Ti Breizh en Diskouezadeg Hollvedel. Hag evel ministr eo e tisklerias grońs : « Evit ma vo unvan ar yezh er Frańs, e rank ar brezhoneg mont da get ». En ul linenn e oa dastumet ur gelennadurezh a-bezh : hini ur Stad kreizennet hag unvanus a zisplije dezhi e vefe meur a yezh ha meur a sevenadur en he rannvroioł, ha ne felle dezhi anavout nemet ur yezh evel benveg unvanour.
Politikerien all n‘o deus ket manket da zegas sońj en-dro, diwezhatoc’h, eus ar forc’hadenn-se en anv un dogmategezh a ziskouez bezań, da vihanań hiriv an deiz, reut ha diamzeret. Al lod muiań atav eus ar gelennerien, re ar skolioł-Stad koulz ha re ar skolioł katolik, a asantas kemer perzh e jeu ar galloud, hep klask en em sońjal re, war a seblant.

Dilerc’hioł

Ilizoł hon eskoptioł a rankas en em ober diouzh ar stad nevez-se. Ehanań a reas ar veleien da gatekizań ha da brezeg e brezhoneg, el lec’hioł zoken ma ne oa ket ret. Ne veze graet gant ar brezhoneg kén, nemet ur wech an amzer, e-barzh un nebeut santualioł dibabet, da geńver pardon ur chapel pe ur birc’hirinded bennak.
D’ar mare-se ivez e oa bet renevezet don an deologiezh hag ar c’hatekizań ha ganto an doare da lavarout kement a denn d’ar feiz. Lod eus ar veleien hag a oa brezhonegerien n’o doa ket ar benvegoł menoziań evit mont da heul an emdroadur-se. Lod anezho koulskoude a stagas gant ar studi hag an enklask. Evit ar veleien yaouank eus ar mare-se, ne oant ket evit komz brezhoneg, pe neuze fallik a-walc’h, rak ne oant ket bet stummet evit se nag er gźr nag er c’hloerdi.
Derc’hel a raemp sońj ivez, e don hon emskiant, mui pe vui, eus diroudoł a oa bet e-pad ar brezel, hag hol lake diaes evit difenn kement a denne da Vreizh.
War ar memes tro eta ez eo bet dilezet ar brezhoneg koulz war dachenn ar relijion ha war hini ar vuhez foran. Perak avat, n’ouzer ket c’hoazh en un doare resis ha klok, pell ac’hano.

Lod a zalc’h mat, koulskoude

E-pad ar bloavezhioł poanius-se e kendalc’has emsaverien zo, ha ne vezent ket komprenet mat atav, da labourat gant kalon evit sevenadur Breizh (sonerezh, istor, yezh, savadurioł kaer ar vro, sportoł Breizh, hag all). Kevredigezhioł kozh pe nevez savet a vodas an nerzhioł, a roas lańs da raktresoł, a anzaver hiriv pegen reizh e oant. War al lańs-se o deus beleien, seurezed ha laiked kemeret perzh el labour : n’eus nemet sońjal el lazoł-kanań, er c’helc’hioł keltiek, er bagadoł. Ma ’z int bet savet alies diwar bolontez un den ez int bet degemeret mat er parrezioł. Ouzhpenn bezań savetaet ur glad prizius-dreist o deus an holl dud-se roet an tu da sevenadur Breizh da zont war-wel e-kreiz ur gevredigezh kemmet, al lodenn vrasań eus an dud o vezań hiviziken o chom e kźr. Bez e oa irvi digor evit an amzer da zont.

III-Un nevezadur

Ul lammgresk dic’hortoz

Dihunań a reas sevenadur ha peurheńvelder Breizh war-dro ar bloavezhioł 60, met e-doug ar bloavezhioł 70 eo e teuas an dihun-se da vezań kreńvoc’h. E korf tri pe bevar dekvloavezhiad en deus sevenadur Breizh adkavet ur startijenn dreist.
Kreńv eo adarre skeudenn voutin Breizh, hag ur sin mat eo : ur bobl hag a zo lorc’h enni gant he feurheńvelder _ goude bezań bet mezh gantań e-pad daou gantved d’an nebeutań _ zo gouest da grouiń, da sellout ouzh an amzer da zont gant menn ha fiziańs, kengred gant holl bobloł ar bed ! An hini en em sant eus Breizh, ne vo ket gwanaet e santimant da vezań eus ar Frańs, eus Europa pe eus ar bed, ar c’hontrol eo. Breizh, degemerus d’ar sevenadurioł all, d’ar yezhoł all, ha neket tamolodet warni he-unan, zo ur vro e c’heller bezań eurus enni,ur vro hag a c’hell pinvidikaat kumuniezh an holl dud dre ar bed a-bezh. Feal d’he c’heltelezh _ a-viskoazh eo bet ar Gelted troet da veajiń kalz _, ez eo chomet bepred digor frank war an donvor, e-giz ma tiskouez a-walc’h ar visionerien, ar vartoloded hag ar genoberourien zo aet da bell, a viliadoł, dre ar bed a-bezh.
E meur a zoare e tiskouez sevenadur Breizh bezań o tiorren da vat.
Abaoe pemp bloaz warn-ugent bennak ez eus bet adaozet ur bern chapelioł gant sikour ar gevredigezh "Breiz Santel".War un dro gant al luskad-se, ganet diwar mennadoł a denn d’ar glad ha d’ar relijion, e kresk en-dro dedennadur an dud evit ar pardonioł bihan : dre o gwrizioł e adkavont kalz anezho hent feiz o hendadoł.
Nevesaet eo bet kalz hor sonerezh, a gaver ennań liammet hengoun ha modernelezh. Brasoc’h bras e teu da vezań niver ar vuzikerien,ar strolladoł amatourien, ar bagadoł, ar sonerien a vicher hag ar sonerien hanter-amzer, an oberourien benvegoł, ar sonaozourien, an embannerien pladennoł. Klevet e vez war ar mediaoł sonerezh ha yezh ar vro.
O virvilhań ema holl stummoł hor c’han hengounel: gwerzioł, kan-ha-diskan, kantikoł hag all… A-zegadoł eo e vez kontet, e Breizh, ar ganerien, al lazoł-kanań, al lazoł-seniń.
Bez hon eus hor festivalioł, bras ha bihan, breizhek pe geltiek an aergelc’h anezho. War an dachenn embann ha skignań lennegezh Breizh e vez graet ul labour a bouez bras, hag ivez war dachenn an abadennoł skingomz ha skinwel (ganet eo TV Breizh).

Ur yezh hag a fell dezhi bevań

Ret eo ober meneg eus ar yezh en un doare ispisial, rak ar yezh eo diazez ur sevenadur. Daoust ha n’eus ket eus al lavar-stur : « Hep brezhoneg, Breizh ebet »? E galleg eo moarvat hon eus bremań al lod muiań eus hon darempredoł. Koulskoude ez eus ouzhpenn 300 000 a Vretoned hag a c’hell ivez ober gant o yezh dezho. Ar brezhoneg a zalc’h penn, stad an traoł evitań o vezań, avat, disheńvel a-grenn e-keńver e istor. Hiviziken e vez dibabet a-youl-gaer, muioc’h-mui, ober gant ar brezhoneg. Komzet e vez e brezhoneg abalamour ma vez dibabet hen ober ; un dibab a ziskouez ur volontez sklaer, a-wechoł hini un emsaver, hag a zo da vezań dalc’het kont anezhań.
E 1951, gant al lezenn Deixonne, ez eo bet aotreet evit ar wech kentań kelenn ar brezhoneg evel yezh diret. Memes ma ranker anzav e vez komzet nebeutoc’h eget hanter-kant vloaz zo, « ar brezhoneg a vez studiet muioc’h mui er skolioł, degemeret evel yezh, enoret zoken, e-giz ma santfe an dud e peseurt dańjer ema, e kement ha ma ’z eo ur merk milvedel eus Breizh », a lenner e «Geriadur Glad Breiz », nevez deuet er maez.
Bugale zo a zesk brezhoneg bremań er skolioł Diwan pe en heuliadoł divyezhek publik ha prevez (2500 er Mor-Bihan). Tud yaouank a dremen an aotreegezh, ar vestroniezh, ar c’hCAPES, an doktorelezh e brezhoneg. Tud deuet (ur mil bennak en hon departamant) a heuilh kentelioł noz, skoazellet alies gant ar c’huzulioł-kźr. An divyezhegezh adalek an oad tenerań zo, a lavarer, ur stummadur mat a-benn studial yezhoł estren, un dra ret en amzer a-vremań, evel m’eo bet laket war-wel gant an UNESCO en unan eus he mennadoł. Warc’hoazh, moarvat, e vo gouest pep hini da gomz meur a yezh...
Met n’eo ket hepken dre ma c’hell « servijout » ez eo talvoudus an divyezhegezh. An tu a ro d’en em « lavarout » e doareoł nevez war dachennoł a bep seurt. Daoust ha ne vez ket bodet, evit sevel ul laz-seniń, meur a venveg disheńvel, pep hini anezho o tegas e sonliv, e dregern d’an oberenn en he fezh, pa vez roet da glevout ? Mestroniań meur a yezh a ro an tu da zisplegań e doareoł liesseurt danvez donań an denelezh, prederioł mab-den, e gorfadoł aon evel just, met ivez ar pezh a esper, ar pezh ema o c’hortoz, ar pezh a ra e levenez.
Ur binvidigezh eo da ziwall, pa weler ema e dańjer da vont da get al lod muiań eus ar yezhoł komzet war an douar a-bezh. Hiriv an deiz 4% eus ar yezhoł zo anezho zo komzet gant 96% eus poblańs ar bed ; 90% eus ar yezhoł komzet _ etre 5.000 ha 7.000 anezho_ zo e riskl da vont da get ac’han da gant vloaz, hervez diaweladurioł an UNESCO. Pa ya ur yezh da get e ya un tamm denelezh da goll.
Bez ez eo ur binvidigezh da ziwall pa weler emań e dańjer da vont da get al lod muiań eus ar yezhoł komzet war an douar a-bezh. Hiriv an deiz, 4 dre gant eus ar yezhoł (a zo anezho) a zo komzet gant 96 dre gant eus poblańs ar bed; 90 dre gant eus ar yezhoł komzet,etre 5000 ha 7000 anezho, zo e riskl da vont da get ac’han da gant vloaz, hervez ar pezh zo bet diawelet gant an UNESCO. Pa ya ur yezh da get e ya un tamm denelezh da goll.

Ul lorc’h nevez

Diwar ar skwerioł-se ha diwar re all a vefe gellet menegiń, e c’heller lavarout ez eo kreńv ar santimant o deus ar Vretoned eus o feurheńvelder, ez eo tomm o c’halon ouzh sevenadur o bro ha dreist-holl ouzh yezh hon tadoł, hag o deus dalc’het, dre ur seurt menn istorek, d’ar pezh ez int. Labouret eo «ene Breizh» gant ul lusk don a ro dezhań en-dro al lorc’h en doa kollet un tamm, hag hen gwriziennań a ra en e istor pinvidik.
Ar wrizioł-se, e-giz ma skrive ar brederourez Simone Weil « eo marteze an ezhomm pennań hag ar muiań dizanavezet eus ene mab-den... Pep den en deus ezhomm da gaout a bep seurt gwrizioł. Ezhomm en deus da resev, en o fezh pe dost, e vuhez voral, e vuhez-menoziań, e vuhez speredel, dre hanterouriezh an endroioł ez eo, dre natur, lodenn anezho ». (« Ar gwriziennadur », 1949).

IV - An Iliz galv-atizet

Kendiviz nevez gant ar sevenadurioł

Abaoe un daou-ugent vloaz bennak e vez merzet, eta, ema sevenadur Breizh evel o virviń. Ne c’hell ket an Iliz chom digas pe diseblant, goude bezań chomet dilavar e-pad ur pennad amzer, ar pezh a c’hell bezań desevet meur a hini. Diouzhtu goude ar brezel ez eo bet an Iliz prederiet gant kudennoł ekonomikel, sokial ha politikel _ a oa mall o diskoulmań d’ar mare-se _, ken prederiet avat m’he deus, muioc’h pe nebeutoc’h, ankounac’haet ar sevenadur.Goude-se eo deuet ar Sened Meur Vatikan II hag en deus digoret dremmwelioł nevez d’ar mare ma kemere ar pobloł o frankiz.
Gant an dekred « Ad Gentes » diwar-benn misionerezh an Iliz, ez eo pedet houmań da ober stad eus glad, yezhoł, buhezegezhioł ar pobloł e ya war du enno (nn26). « Diskibien ar C’hrist a rank anaout an dud emaint o vevań en o zouesk, boulc‘hań kaoz ganto », a c’heller lenn c’hoazh en hevelep dekred (n° 11).
War ar memes tu e ya ar Sened en e sol-gelenn bastorel « Gaudium et Spes » diwar-benn an Iliz er bed a-vremań, pa lavar : « Kement stumm a wallziforc‘h, pe sokial pe sevenadurel, a-zivout gwirioł diazez mab-den...a rank bezań dilezet ha dilamet, rak kontrol eo da ratozh Doue »(n° 29).
Plas zo, a dra sur, dindan heol an Aotrou Doue,evit ar brezhoneg, en ur sellout ouzh an amzer da zont gant ur spered feal ha digor ; hon hendadoł o deus kanet ha pedet e brezhoneg. Bez e c’hellomp kavout ez eo reizh evidomp ober kemend-all.Gant an dro-spered-se e c’hell ar feiz hag ar yezh tremen war-un dro eus an eil rummad d’egile.Un dra vat e vefe e taolfe an Iliz evezh en-dro ouzh kement-se.

Rentań justis d’ar minorelezhioł sevenadurel

Meur a wech abaoe m’emań e penn an Iliz en deus ar Pab Yann-Baol II komzet diwar-benn kudenn ar sevenadurioł ar minorelezhel. D’an deiz kentań a viz Genver 1989, en e gemennadenn da geńver Dewezh ar Peoc’h evit ar Bed a-bezh, e komz eus ur « gwir da ziwall », hini « ar minorelezhioł da virout ha da ziorren o sevenadur. N’eo ket un dra ral gwelout minorelezhioł ema o sevenadur war var da vont da get ». Lezennadurezh ar Frańs a-vremań zo enni, war an dachenn-se, toulloł gwenn da stankań. Ar bolitikourien a c’hellfe gwellaat stad an traoł e framm ar rannvroeladur emeur krog gantań, evit mirout n’en em santfe «emzivadet » tud zo eus ar minorelezhioł zo o chom war douar ar C’hwec’hkogn.
E-barzh ar memes kemennadenn e ouzhpenne c’hoazh ar Pab : « An emskiantadur eus stad ar minorelezhioł a ya war gresk hiriv, en holl liveoł, zo anezhań, en amzer-mań, ur sin a esperańs start evit ar rummadoł nevez hag evit hiraezhioł ar minorelezhioł-se. An doujańs en o c’heńver a rank, evit gwir, bezań sellet, koulz lavarout, evel ar maen-touch eus un doare reizh da vevań asambles hag e-giz ar merk ema en o barr, war an dachenn sivil, ur vro hag he ensavadurioł. Sin ul lamm war-raok war ar memes tachenn eo, pa vez gwarantet, en ur gevredigezh demokratel e gwirionez, gwir ar minorelezhioł da gemer perzh er vuhez publik, hag ober a ra enor d’ar Stadoł lec’h ma vez graet kement-se evit an holl, en un endro a wir frankiz ».
En e ziskleriadur da Ilizoł Oseania evit klozań o sened e tegase sońj Yann-Baol II, e 2001, eus unan eus kredennoł start Paol VI: ar feiz katolik, « pell diouzh mougań kement zo mat ha dibar e pep sevenadur, a zegemer er c’hontrol, a zouj hag a dalvoudeka ijin pep pobl hag a wisk a gened liesdoare sae nemeti _ gwri ebet enni _ Iliz Jezuz-Krist ». Daoust ha ne vefe ket aze ur remed d’an troc’h a c’hellfe bezań etre Aviel ha sevenadur, ma rae anezhań Paol VI « gwall-reuz hon amzer », en e gemennadur « Evangelii Nuntiandi » diwar-benn an avielań er bed a-vremań, e 1975 ?
Ar gristenien, hag a nac’h mont re bell ganti hag ober mod pe vod gant ar feulster, a zegas o skodenn-int d’ur sevenadur a hollvedelezh hag e ziwall a reont d’en em serrań warnań e-unan. « Aviel Jezuz-Krist, a skrive Yann-Baol II da Ilizoł Oseania, a gomz kement yezh zo. Prizań ha kendastum a ra an holl sevenadurioł. O harpań a ra holl e kement a denn da vuhez mab-den ha, ma vez ret, o glanaat eus o c’hoc’hien ».A-neuze ez eo « hollvedelezh an Iliz evel un dasson eus liderezhioł ar bed, e kement yezh zo, pe evel ul laz-kanań un-dudi-e-glevout o kanań meuleudi da Zoue, eus an holl vroioł hag eus an holl amzerioł… Hollvedel eo an Iliz kement ha ma oar kinnig Keloł Mat an Aviel en ur zerc’hel kont eus doareoł bevań an dud », a skrive c’hoazh Yann-Baol II e 1985, en e lizher-meur « Slavorum Apostoli » gouestlet da ebestel ar Slaved, Sant Kirill ha Sant Metod.
Hag evit echuiń, en ur venegiń, nevez zo, en e gemennadenn abostolel « Ecclesia in Europa », kreskadur an Unvaniezh europat, e hete ar Pab gwelout « an astenn-se oc’h en em ober gant doujańs evit an holl, en ur dalvoudekaat ar perzhioł dibar koulz istorel ha sevenadurel, ouzhpenn lakat da dalvezout en un doare kreńvaet an unaniezh hag an dileuriadekadur. »

V - En hon eskopti

Evel m’hon eus lavaret amań a-us, tud ar Mor-bihan zo a-benn bremań intret don gant ar sevenadur gall ha digor da sevenadurioł all. Ur fed eo n’heller ket nac’hań. Met daoust ha ret eo abalamour da se dilesel a-grenn kement a zeu eus hon amzer tremenet, a ro da anaout en un doare dreist ene ha feiz ur vro a-bezh hag a gav enni dassonioł don ? A bouez eo en amdroadur liessevenadurel a-vremań kinnig un emglev kempouezh etre sevenadur Bro-C’hall hag hini Breizh en deskadurezh, er skolioł, en doareoł kehentiń, el liderezh, er sonerezh sakr,…
An Iliz zo e Gwened ne c’hell nemet hetiń e vefe miret ha pinvidikaet sevenadur Breizh. Kalz eus he mibien hag eus he merc’hed a gemer perzh dija e labour ar strolladoł hag emsavioł a ro dezhań startijenn. O vroudań a ran da genderc’hel.

« Deomp war-raok »

Pediń a ran holl servijoł Iliz Gwened da zerc’hel kont eus ar c’hudennoł-se _ zo nevez evit meur a hini ac’hanomp _, da brederiań warno a-zevri ha da glask penaos o diskoulmań da vat. Meur a dra a c’hell bezań graet pa vez pep hini prest da zigemerout egile ha da gendivizout gantań.
Dreist-holl, beleien ha diakoned ar parrezioł, ar c’huzulioł pastorel, al lazoł liderezh, al lazoł-kanań, a vo war evezh evit reiń d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh ar plas zo da vezań roet dezho el lidoł : ofisoł ar sul, badeziantoł, obidoł, euredoł ar re hen goulenn. Un divyezhegezh gwirion a rankfe gallout mont war-raok. Ret e vo evit se labourat war dachenn al liderezh hag ar sonerezh (krouiń testennoł ha kanoł nevez) ; a-nebeudoł eo eta e teuio da wir an divyezhegezh. Kreizenn Sonerezh Sakr Santez-Anna-Gwened a gemer perzh el labour-se, goude re all.
Goulenn a ran ivez gant ar Skolioł Katolik ober muioc’h c’hoazh a strivoł, kenderc’hel da zivizout an diarbennoł talvoudus evit ma c’hellfe deskiń brezhoneg hag anavezout sevenadur o bro an holl vugale ha re yaouank eus ar skolioł, skolajoł ha liseoł, o defe c’hoant hen ober. Implijet e vo evit-se kement zo aotreet ha kinniget gant ar reolennoł, ha graet e vo kinnigoł all ma vez ezhomm. Roet e vo harp d’an tadoł ha mammoł ha d’ar c’hevredigezhioł a labour gant ar pal-se. Evit ar pezh a sell ouzh an divyezhegezh e vez sevenet aketus, e broioł zo, kement a c’heller ober ganti hag ur vad eo evit ar broioł-se. Perak ne rafemp ket ni kement all ivez ?
War dachenn an doareoł kehentiń e vo graet evit ar gwellań, kement ha ma vo gallet, evit skignań programmoł zo e brezhoneg (radio Santez Anna, lec’hiennoł Internet an eskopti pe e darempred gantań…). Perak ne vefe ket kavet ingal, e kannadołigoł parrez ar vro vrezhonek, ur
pennad e brezhoneg, diwar skwer ar pezh a vez graet bremań dija e parrez-mań-parrez ?

Ur c’hinnig dibar

E-leizh a Vretoned, amań pe e lec’h all, zo o klask o gwrizioł. Ha ped ha ped, e-touesk ar re a zeu d’hor gweladenniń, a chom souezhet gant hor sevenadur dibar, dedennet gant e wirionded. Niverus eo ivez an holl re a labour evit mirout ha kreskiń glad kristen hor bro : ar brezhoneg, koulz el liderezh hag el lennegezh, ar c’hatekizań e brezhoneg, studi hengounioł kristen ar Gelted, troidigezhioł eus ar Bibl hag eus teulioł pennań an Iliz, sonerezh ha kanennoł, kizellerezh,... Merzet e vez ul lusk nevez.
Evito holl e vefe un dra vat, a gav din, e vefe ul lec’h a eńvor, ur «c’hounva » arouezius meurbet, a zougfe kellidadurioł nevez. Perak ne vefe ket e Santez-Anna-Gwened, zo anavezet gant an holl, hag a zegemer tud deuet eus Breizh a-bezh hag eus pelloc’h ? E santual Santez-Anna e vez kemeret preder dija gant an doare da lavarout ha da gas war-raok ar feiz war un dro gant sevenadur Breizh, e diavaez hag ouzhpenn pardon Santez-Anna. Ret e vo ober muioc‘h c‘hoazh ha displegań ledan ar gefridi roet da guzul pastorel ar santual e 1997, da heul donedigezh Hon Tad Santel ar Pab, ha resisaet e 2001.
Ar Bodad-labour evit ur Bastorelezh e Brezhoneg a gendalc’h da labourat war dachenn al liderezh, ar c’hatekizań. Prest eo e izili da reiń dorn deoc’h en ho kefridi.
Ema Iliz hon eskopti a-zevri gant he labour. He atizań a ran da vont war-raok.
Evit klozań e fell din menegiń gwerzennoł diwezhań ar barzhoneg «Fiat», bet savet gant Yann-Ber Kalloc’h e 1912 :
« O Fé men gourdadeu, gouleuen beniget,
Stéren hag em heulia ne vern émen éh an,
P’é guir hou pčs, beta hirił, me am brouget,
Lugernet ar me zal bet en eur dełéhan ! »

Fiziout a ran hon enklaskadenn hag hor prederiadenn e pedenn ar Werc’hez Vari, Santez Anna ha Sant Erwan.

Gwened, d’an 10 a viz Gwengolo 2003

+ Fańch-Matilin GOURVES
Eskob Gwened

Trugarekaat a ran « Bodad-labour (ledanaet) an Eskopti evit ur Bastorelezh e Brezhoneg » da vezań kenlabouret ganin.
Page 1/4
Liste des dossiers
Création RevawebMentions LégalesDihun - © 2007 - Dihun Breizh
chat gratuitchat gratuit sans inscriptionchat webcam gratuitchat webcama href="http://www.chatflirty.com/" title="rencontre" >rencontrerencontre gratuitchattchatstreaming filmstreaming megavideostreaming serie